Hobbited

Un ti Hobbit

An Hobbited zo ur ouenn ijinet e romantoù J. R. R. Tolkien. War-dro hanter uhelder un den zo enne. Tolkien a zeskrive an Hobbited e-giz ur seurt tud, pe kerent tost dezhe. Anvet e vezont Periannath gant an Elfed[1] ivez hag a-wezhioù halflings e skridoù saoznek Tolkien. Bevañ a reont diarc'hen hag o annez a reont e tier dindandouar kled gant prenistri, rak savet e vezont ouzh tor ar rozioù. Seulioù lêrek kalet naturel o deus (dre se n'o deus ket ezhomm botoù) ha pep a bennad blev rodellek.

Anv zo eus an Hobbited evit ar wezh kentañ er romant evit ar vugale anvet The Hobbit, embannet e 1937. Bilbo Baggins, an Hobbit meneget en titl, en em gav kaset, en desped dezhañ da gentañ, en un avantur dic'hortoz da laerezh un aerouant. En heuliad, The Lord of the Rings, an Hobbited Frodo Baggins, Sam Gamgee, Pippin Took ha Merry Brandybuck zo harozed o deus pep a roll a-bouez bras er stourm da saveteiñ o bed ("Douar ar c'hreiz"). E The Hobbit e vev an Hobbited asambles en ur gêr vihan anvet Hobbiton, a zo deskrivet e The Lord of the Rings evel ul lodenn eus ur vro vrasoc'h anvet ar Gontelezh, mammvro an Hobbited e gwalarn Douar ar C'hreiz. Lod anezhe a ra ivez o annez en ur gêriadenn e reter ar Gontelezh, anvet Bree, ma vevomp asambles gant tud eveldomp. Disklêriañ a ra Tolkien ez eus lec'hioù all annezet gant Hobbited, met ne weler ket anezhe e-doug an avantur.


Klasket eo bet orin an Hobbited hag hini o anv. Anv a reer eus Babbitt, romant Sinclair Lewis embannet e 1922, hag eus The Marvellous Land of Snergs, embannet gant Edward Wyke Smith e 1927. Ul liamm zo gant anvioù kozh evit krouadurioù mojennel. Daoust d'ar pezh a lavare skrivagnerien zo, Tolkien en deus argaset kement liamm gant al lapined (rabbits e saozneg), ha pouezet en deus war denelezh an Hobbited.

Ur ouenn anvet Halflings zo e Dungeons & Dragons, met klasket zo bet chom hep ober gant an anv orin evit abegoù gwirioù. Skrivagnerien evel Terry Brooks, Jack Vance ha Clifford D. Simak o deus implijet boudoù anvet Hobbited en o skridoù.

  1. « The Encyclopedia of Arda - Periannath », e www.glyphweb.com (lennet d'an 19 juillet 2021)

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search